Kouezhet en he foull war dro 1950, ar chapel-mañ eus ar XVIvet kantved, a zo bet adsavet adalek 1998, a drugarez d’ur gevredigezh : ul labour skouerius da reneveziñ ar mogerioù, ar c’hoataj, an doenn, an indu diabarzh… Gwerinier nevez a zo bet diazezet e 2015. Dizimplijet evit ar pezh a sell deus ar relijion, ar chapel a servij bremañ evit diskouezadegoù, sonadegoù, bodadegoù…
Istor :
Savet eo bet e-pad an eil lodenn eus ar XVIvet kantved.
Renevezet e 1600 ha 1700.
1945 : ne vez ket lidet ken an oferenn barzh ar chapel.
1946 : ar gwerinier zo torret evit an eil gwech.
1947 : ul lodenn deus an doenn zo kouezhet en he foull.
1958 : ne chom nemet dismantroù deus ar mogerioù.
1998 : a drugarez d’ur strollad skouted eo distroellet tro dro d’ar chapel.
1999 : savet eo ar gevredigezh « Mignoned chapel Grist »
2001 : paket eo, gant ar gevredigezh, priz kentañ kenstrivadeg « Saveteit un teñsor kichen du-se ».
2003 : ar studiadenn reneveziñ istim al labour da 600 000 euro.
2005/2006 : ar mogerioù zo adsavet.
2008 : ar c’hoataj zo lakaet e plas.
2009 : an doenn mein Lokireg.
2012 : dorojoù nevez.
2013 : ar gwerinier.
2018/2019 : al leur.
2019 : indu pri ha raz labour paeet gant ar gomun ha Bro Montroulez.
Gouere 2019 : ar chapel, renevezet e c’heller ober enni diskoazeg Livourien an Triskell, met ivez sonadegoù evel re ar gevredigezh Son ar Mein.
Gouere hag eost : digor eo ar chapel eus 14 e da 18 e ha war c’houlenn (sellout ouzh ar banell en antre)
Eus gwengolo da even : digor war c’houlenn (panell en antre).