Anvet eo an daol-vaen kozh-se « Gwele Sant Yann » pe c’hoazh « Gwele an Inkinerez ». Gwechall-gozh e teue ar birc’hirined, o vont da bardon Sant Yann-ar-Biz, da frotañ o c’hein war ar maen tal a oa sañset mirout ouzh ar remm. Ur vojenn a gont ivez e oa eno un inkinerez, sorserez al lec’h, a oa kap da deurel hec’h inkin pell-tre : ma daole hec’h inkin war an tu dehou e kouezhe e Beg Primel ; ma daole anezhañ war an tu kleiz, e kouezhe e Roc’h Hallaz.
Daveennoù : 48.681866, -3.717765
Evit mont di : pa vezer 1,7 km deus ar bourk, war hent Beg ar Fri, kemer an hent kentañ war an tu kleiz, war-lerc’h Chapel Grist. Mont war droad e-pad 300 metr war an hent-karr. Gwelloc’h eo lezel ar c’harr-tan war ar park-kirri tal ar chapel.