Mairie de Guimaëc - 1 Hent Lokireg - 29620 Guimaëc

    • 02 98 67 50 76
    • mairie@guimaec.bzh

    Kalvar Krist anvet « kalvar an daouzek loen-kezeg »

    Calvaire de Christ après restauration (face ouest) Calvaire de Christ après restauration (face ouest)

     

    E-kichen chapel Grist emañ, e bord hent Beg ar Fri.

    Ur c’halvar chapel eo, graet e mein kersanton.

    N’ouzer netra diwar benn orin ar c’halvar-mañ. War ar sichenn ez eus un enskrivadur gotek diaes da lenn : « J : an alanet jahana k(er)neliou sa fame/ a fait-ela-cest†de-a-/propres-----e dieu »(disifret gant Christian Millet). An enskrivadur-se a zo kosoc’h evit ar groaz.
    Hervez ar vojenn, e vije bet, e-pad an dispac’h bras, esaet diskar ar c’halvar gant daouzek loen-kezeg.
    Skritur an enskrivadur a seblant laret e vefe bet savet e 1600. Stumm ara r c’hizellañ eo hini santierioù Landerne evit ar c’halvar.
    Savet eo ar c’halvar war ur sichenn stumm d’ur c’hub gant skilfoù prism war bevar derez hag un troad eizh kogn. Ar groaz fleurennet eo rond he zroad. Delwennoù kevellet : ar Werc’hez/Mari-Vadalen ; sant Yann/sant Per. Tu kentañ : d’an nec’h, Krussifi ; d’an traon Krist al liammoù. Eil tu : d’an nec’h Krist gant ur sae ; d’an traoñ sant Yann Vadezour. Treuzkroazoù douget gant daou ael o pediñ.
    Un oberenn a galite eo koulz dre ar c’hizellañ, an temoù ha niver an dud. Ar C’hrist a gaver deus an daou du. Hini tu ar reter, a-us da sant Yann Vadezour (a anavezer dre ar c’hroc’hen kañval a zo warnañ), ha gwisket gant ur sae, ar pezh ne weler ket alies e Bro Dreger. Barzh ar chapel, a zo e kichen, e oa un delwenn goad vras deus ar C’hrist, gwisket ivez gant ur sae, a zo bremañ barzh an iliz barrez.
    Renevezet eo bet ar c’halvar e 2018 gant Joël Kerherve, piker-maen.

    Ouverture au public
    Lundi au vendredi 8 h 30 – 12 h 00 et 13 h 30 - 17 h
    Samedi 9 h – 12 h
    Agence postale (Lundi à samedi) 9 h - 12 h
    Urgences
    Samu, Smur 15
    Pompiers 18 / 112
    Gendarmerie 17
    Sauvetage en mer 02 98 89 31 31