Chapel ar Joaoù
Chapel ar Joaoù, e penn un hent-karr, simpl a-walac’h eus an diavez, a zo enni teñzorioù dic’hortoz. Savet moarvat er XVvet kantved he orin, hervez ar vojenn, a gas ac’hanomp en amzer ar c’hroazadegoù.
Ar vojenn
Mab henañ aotrou Tremedern a oa aet da heul Duk Breizh d’ar c’hroazadeg. Distro eus an Douar Santel, o tostaat eus ti e dud, war varc’h barzh un hent don, e teuas da vezañ hegaset gant ur marc’heg all o tont davetañ hag o tifenn an hent outañ. Setu bec’h gant o c’hleze. Skuizh, goude kement all a hent, ar veajer a oa o vont da vezañ graet dezhañ e stal pa n’em lakaas da glemm o lâret penaos e oa pitoiabl dezhañ mervel aze hep gellout saludiñ e dad n’en doa ket gwelet abaoe keit all amzer. Setu egile o c’houlenn ar penaos hag ar petra hag o kompren e oant breudeur. Setu kerkent divizet ganto sevel ur chapel el lec’h an emgavedigezh.
Ar chapel
Tres un T ’zo gant ar chapel. Miret eo bet amañ unan deus ar chañselioù, ha ral int, a vez kavet c’hoazh e Breizh. Er XVIIved kantvet e oa bet savet hag adnevesaet e 1992-93 gant ar Savadurioù istorel ha gant sikour kenstrivadeg « Ur glad evit arc’hoazh » aozet gant ar gelaouenn « Le Pèlerin » (Priz ar juri)
Chom a reer bamet dirak antependium an aoter-vras, un daolenn o tiskouez ganedigezh hon Salver bet livet gant atalier Pierre-Claude Cléran, deus Montroulez, ha dreist-holl dirak azeulerezh ar vaesaerien bet livet diwar engravadenn un oberenn bet lakaet war gont Raphaël, dre c’haou.
En tu kleiz d’an aoter, un daolenn, ul lodenn, heñvel ouzh taolenn Nicolas Poussin (1594-1665) o tiskouez Eured ar Werc’hez livet gantañ e 1647.
Er gazel gleiz, e weler livadurioù delikat gant Pierre Barazer livet e 1593 ha delwenn Gwerc’hez ar Joaoù ken brav gant he blev hir ha melen war he divskoaz.
Diskouez a ra an oberennoù miret er chapel penaos e kemere perzh Breizh el luskadoù arzel ar mare-se en Europa.
Digor dre c’houlenn evit strollajoù (un dek bennak) : gwelout gant an ti-kêr 02 98 67 50 76
Mizioù gouere-eost : digoradur henchet gant re yaouank ar barrez d’ar merc’her ha d’ar gwener (3 eur-6 eur )